D'ar Pevarlamm

D'ar Pevarlamm
  • 1 - Porzh Leskon
  • 2 - Betek an trec'h (jig&reels)
  • 3 - Dibunadeg (Ton-bale)
  • 4 - Bzh pub (reels)
  • 5 - Ton sioul
  • 6 - Karantez (kanaouenn)
  • 7 - Bodivit band (St visant & laride Pondi)
  • 8 - An Aven (gérez)
  • 9 - The scottish reel (scottish)
  • 10 - Aven pipes (gavotenn an Aven)
  • 11 - Pachpi trip (pachpi)

D'AR PEVARLAMM, pladenn gentañ Konogan an Habask, a ziskouez e sell war sonerezh Breizh hag Iwerzhon. Liammet eo an titl ouzh ar  pevar benveg a vestroni (bombard, binioù, uilleann pipes, low whistle). Evel ur marc'h d'ar pevarlamm eo bev ha birvidik e sonerezh.

Brudet e-touez ar sonerien daou-ha-daou, bet o soniñ e Bagad Kemper, Konogan a zo dibaoe 15 vloaz unan eus izili ar strollad festoù-noz anavezet Startijenn. Da 28 vloaz e kas da benn, gant ar raktres-mañ, bloavezhioù a sonerezh ha sonaozadurioù nevez.

Gant dañsoù lañsus  (Porzh Leskon, Bodivit Band, Pachpi trip...) ha lod siouloc'h (Dibunadeg, Ton sioul, ar ganaouenn Karantez...) e lak da glevet e varregezhioù teknikel da vravaat an tonioù.

Awenet ha gwriziennet eo Konogan e sevenadur Breizh, met e stumm da soniñ a gas ac'hanomp war-zu kantreoù all (Iwerzhon, ar Balkanioù, Galiza, Bro-Skos).

Arzourien varrek a vod o anaoudegezhioù liesseurt hag a ro livioù rock, jazz, maloya pe c'hoazh berber d'ar bladenn.

Souezhet e voc'h gant 11 ton D'AR PEVARLAMM, sonet a-unan pe a-gevret.

An arzourien :

Konogan an Habask : bombard, binioù, uilleann pipes, low whistle

Pedet :

Thibault Niobé : gitar jazz-folk-slide-tredan, bouzouki, banjo; Erwan Volant : gitar-boud; Jean-Marie Nivaigne : tamboulin, karkabu, bendir, bambo; Gabriel Faure : violoñs; Tangi le Gall-Carré : akordeoñs daoudonek; Youenn Chapalain : binioù; Elsa Corre : kan

Sonaozadur : Konogan an Habask estreget  7&11 hengounel*.* Kempennadur : Konogan ha Thibault Niobé (1, 2, 3, 4, 6, 7, 9, 11), Tangi ar Gall-Carré (5).

Enrollet gant Tangi Oillo er studio Boutou e Plouarzhel - Mesket gant Ludo Mesnil e Brest - Mastering : Jean-Pierre Bouquet, l'Autre Studio, Vaires-Sur-Marne - Golo ar bladenn : Guillaume-Lom Puech - Poltridi : Serj Philouse, Myriam Jégat - Livaj : Myriam Sabri - Produiñ : Paker Prod

Implijout a ra al lec'hienn cookies evit gwelaat ar verdeadurezh ha kinnig aezamantoù ouzhpenn.