Setu K0N0Z nevez-erruet e bed ar festoù-noz. Savet eo bet ar strollad koulz hag an tonioù gant Konogan an Habask (bombard, binioù). D'e heul deuet gant o awen da ginklañ ar sonerezh emañ Guillaume Bourc'h (gitar-boud), Thomas Simon (akordeoñs) ha Nicolas Kervazo (gitar). Stagit e-barzh an dañs gant K0N0Z !