Daouad an Habask-Bizien

Daouad an Habask-Bizien

Kinnig a ra an daouad an Habask-Bizien un doniaoueg iwerzhonat ha breizhat enni tonioù hengounel ha sonaozadurioù. Kejañ a ra daou remziad : Konogan an Habask gant ar pib-ilin ha whistles ha Bernard Bizien gant ar gitar ha bodhran. An hini kentañ a c’heller klevet gant K0N0Z pe David Pasquet 3, egile a c’hoarie gant Ozan trio da skouer, hag en deus bet c’hoariet gant sonerien iwerzhonat brudet evel Paddy Keenan pe c’hoazh Martin O’Connor. Sed aze sonerien donezonet a vo flouret hon divskouarn gant o sonerezh c’hwek !

Implijout a ra al lec'hienn cookies evit gwelaat ar verdeadurezh ha kinnig aezamantoù ouzhpenn.